- Alan Stivell Silvestrig 歌詞
- Alan Stivell
- Barzh e parrez Sant Servais
War vordig Mene Bre Zeus ur chabiten yaouank o sevel un arme (bis) Me meus ur mab, Silvestrig, zo o vonet ivez 'Roit din va mab Silvestrig, nam eus mab nemetañ Me bako deoch, kabiten, an archant deut gantañ - Ne dalv ket ; graet ar marchad, diwezhat eo bremañ ; Neus soudard all en arme a blij din eveltañ - Na te, labousig bihan, war-bouez da zivaskell A nije dreist ar broioù da gaout va mabig pell ? A choulennfe digantañ keleier ar brezel Mard eo yach hag e buhez, dont da di e gavell.. .' Pa oa an tad glacharet och ober e gañvoù E oa e vab Silvestrig toull an nor o selaou - O tizreiñ eus an arme emaon war ho treuzoù Na ouelit ket, o va zad , ha sechit ho taeloù !'
|
|